| Gourhentoù da baeañ e Breizh ! |
|
|
|
En ur pennad deuet er-maez er gazetenn Les Échos, deiziataet eus ar 24 a viz Ebrel 2008, ez embanne rener meur Cofiroute, Pierre Coppey, bezañ prest da verañ evit ar Stad « rouedad gourhentoù Breizh gant ma vefe hiraet ar prantad aotre-merañ pe gant ma vefe lakaet gwirioù treizhaj war an hentoù-se, digoust betek bremañ evit ar re a ya ganto ». Pa zegas da soñj ar c’hazetenner « e oa deuet a-benn ar Vretoned da gaout gourhentoù digoust digant ar jeneral de Gaulle kement ha disvac’hañ ar vro », e respont ar rener meur kement-mañ : « Gwir eo. Ha pell zo dija, Anna Vreizh he doa diframmet lamidigezh an aotre tremen. E 1514 eo aet da anaon avat ha n’he devoa ket bet un aotre peurbadel ! En ur mare all emaomp o vevañ hag a-hend-all, unan eus pennmennozhioù Grenelle an endro eo e ranko ar beajiñ dont da vezañ paeus evit gallout bezañ padus… » Biken ne asanto ar Vretoned d’ar raktres dreistgwirvoudel-se a ya war-eeun a-enep d’o interestoù. « Paeañ » a ranker dija gant priz an energiezh o vont war greskiñ bepred hag ar priz er blomenn uheloc’h bemdez. Uheloc’h eo koust ar beajoù e Breizh evit an embregerezhioù abalamour m’emeur pellik diouzh marc’hadoù beveziñ Europa. Un taos war ar gourhentoù a ziskarfe kempouez armerzhel kalz a firmoù hag a zistrujfe kalz a implijoù (e bed ar gounezvouederezh, da skouer). A-hend-all ez eo mat degas da soñj ez eus bet degaset kalz a arc’hant gant ar Vretoned o-unan evit ma vefe savet ur rouedad dibar a « hentoù tizh » kontrol d’ar rouedad gourhentoù, hag e oa bet divizet e vefe evel-se adalek ar penn-kentañ. Ar c’hemm diazez zo gant ar rouedad-se eo e c’haller mont ha dont warni war tennadoù-hent berr (un eskemmer bep 7 kilometr pa ne vez unan nemet bep 23 c’hilometr war ar gourhentoù) : klotañ a ra dispar eta gant ar mod m’eo poblet Breizh, gant kêrioù krenn ha bihan. Reiñ a ra an tu d’ul lodenn vras eus ar boblañs d’en em gavout aes er gêr, mont a ra a-enep ar c’hreizennañ e kêr ha savidigezh hentoù evit ur vegenn o vont a gêr da gêr hag a grou un “efed riboul” en tachadoù etre (na c’haller ket mui tizhout aes, gant hentadoù hiroc’h ha keroc’h evit adkavout un hent bennak da vont di). Hervez ar stadegoù ez eus kalz nebeutoc’h a wallzarvoudoù war hor rouedad abalamour d’an tizh izeloc’h (studiadennoù DDE 2007). Nebeutoc’h a c’horrekadurioù, a stankadurioù a vez a drugarez da eilhentoù pa sav kudenn pe gudenn pe pa vez stanket. Gant an tizh bevenet da 110 km/e ha n’eo ket 130, emaomp gant ur rouedad disheñvel, n’eo ket diazezet kement-se war mennozh an tizh met war hini an tizhout, hag a ro an tu dres gant bleniañ en ur mod arboellekoc’h, da chom hep koufoniñ trelosk, ha da heul, da saotrañ nebeutoc’h o teurel nebeutoc’h a CO2. Erfin ha dreist-holl, ez eo deomp ar rouedad-se da vat ha da viken – daoust d’ar pezh a glever a-wechoù – p’eo bet paeet evit ul lodenn vras gant ar Vretoned. En-enep d’ar pezh a veneg rener meur Cofiroute, n’eo ket kement-se ouzh « Anna Vreizh » ha feur-emglev unaniñ Breizh ha Bro-C’hall ez eo liammet ar gwir-se. Ouzh stourm ar CELIB bet diframmet gantañ e vefe darbennet Steuñv Hentoù Breizh d’an 9 a viz Here 1968 ne lavaran ket. Gounezet eo bet ar rouedad-se evit ma ne vefe ket re uhel an dreistkoust liammet ouzh ar fed bezañ pell a-walc’h diouzh ar c’hreizennoù divizout ha beveziñ dreist-holl : ur perzh diazez e kemer en armerzh Breizh hag e ro an tu d’ar boblañs da c’houzañv an dreistkoust spontus liammet ouzh priz ar strilheoul e Frañs (63,6 % a daosoù e 2007 war pep litrad a SP95 evit ar Stad). Ur vro a daosoù hag a zreistkoust eo Frañs, ha trawalc’h a arc’hant a gemerer digant ar Vretoned c’hoazh kerkent ha ma veajont un tamm. Biken ne asantint e vefe kaset d’an traoñ du-hont ur rouedad dibar a hentoù aes mont ganto ha digoust, bet paeet ganto o-unan evit ul lodenn vat hag a zo frouezh o stourm. Jean Ollivro Prezidant Breizh Diawel |
|
| Dernière mise à jour : ( 09-05-2008 ) |
| < Précédent | Suivant > |
|---|
| VST/présentation |
| Les nouvelles "territorialités" |
| Articles et vidéos |